Catégorie voyageLe Jardin Botanique des Montagnes Noires

E harzoù penn-ar-bed, ar Morbihan hag Aodoù an Armor, savet war 144m a uhelder, Liorzh Louzawouriezh ar Menezioù Du a zo ganet en bloavezh 1993 eus eured an embregerezh dremmvro/mañsoniezh (1976) hag ar vagerez (1983)

Gwir roll bev, er vagerez e veze gounezet muioc’h evit 700 rummad, da lavaret eo brasañ dastumadeg e Bro-C’hall.
En deiz a hiriv ne chom nemet un drederen diwar an dastumadeg-se war dek devez-arat a ec’honder.
Ul liorzh eo kentoc’h gant ul lodenn vras roet d’an natur gant ur steuñv kaer da labourat warnañ d’an nebeutañ posubl.

Ul liorzh krouet en un doare liesseurt, linennoù vras ul liorzh doare Bro-Saoz war-wel, e skoaz liorzhou disheñvel : doare Bro-C’hall, Bro-Itali. Ur c’hamahu livioù glaz o tont war-wel gant an avalpineged mesket gant rummadoù livet kaer : brug an hañv, brug ar goañv, gwez-roz, kamelia, gouvrug-roz.
Al liorzh a renk mont a greved gant ur valeadenn hag ur vuhez plijus, sklaverezh tamm ebet, mui ul lod a hunvre.

O taol evezh oc’h ober war-dro pep ec’honder ha kaout spesadoù liesseunt dre o hirder hag o bleuniadur e vez roet deomp e pep koulz-amzer ul liorzh kaer da vevañ e-barzh.

Kevredigezh Ker al Levenez a ra war-dro liorzh louzawouriezh ar menezioù du abaoe ar bloavezh 2019.

André COZIC,...

Oc’h ober war-dro an dremmvro hag ar vagerez-plant met a-raok pep tra dastumer dre-galon, André Cozic, war e leve bremañ met e dreid war an douar bepred, ‘n eus bet al label CCVS (Conservatoire des Collections Végétales Spécialisées) evit an avalpineged bihan.

Dre a labour, André ‘n eus bet c’hoant diskouez d’e weladennerien, anaoudeien pe nevez-deuet, sevel ul liorzh a renk bezañ soñjet war hir-dermen. Adunvaniñ an dud gant o jardrinoù : sevel ha tennañ gounid eus an douar hep bezañ sklav.

  • Facebook

    Kenlabourerien

  • OVH Cloud

  • Arrosoirs et Sécateurs

  • Beaux jardins et potagers